Div Yezh Landerne

brezhoneg evit ar re vihan : Divskouarn !

Divskouarn : kevredigezh brudañ ha diorren ar brezhoneg tro-dro d’ar vugale vihan a-raok ar skoliata.

http://divskouarn.blogspirit.com/

HOR PAL:

Kas implij ar brezhoneg war-raok tro-dro d’ar vugale vihan adalek ar prantad dres a-raok o ganedigezh ha betek ma’z eont d’ar skol. E keit-se n’eus ket re a vec’h e-keñver o barregezhioù hag hollbouezus e vez perzh ar mammoù hag an tadoù.

EVIT TIZHOUT:

Ar familhoù, al lec’hioù degemer evit ar vugaligoù; Ar magerezed; Ar skolioù divyezhek; Ar c’hreizennoù-stummañ evit micherioù a denn d’ar vugale vihan; Ar c’hreizennoù PMI; Al lec’hioù prientiñ ar gwilioud ( ospitalioù, klinikoù, tiez amiegezed ); An ensavadurioù ( CAF, strollegezhioù lec’hel)

PESEURT SKOAZELL A C’HELL DIVSKOUARN REIÑ DEOC’H :

Sevel stad an traoù ganeoc’h (termenañ hoc’h ezhommoù, spisaat ho koulennoù); Strollañ ha lakaat skiant-prenet pep unan e boutin; Talvoudekaat ha brudañ al luskoù a vez tro-dro d’ar vugaligoù (er magourioù, gant kevredigezhioù magerezed...); Sikour da sevel raktresoù ken a-fet arc’hant ken a-fet melestradur; Degas un harp teknikel et#9679; Broudañ, ha kas ar preder war-raok; Dielfennañ ha priziañ ar raktresoù Komz e divskouarn ar vugale a glev hag a bak un toullad mat a draoù hep bezañ gouest da respont gant gerioù...

Burev ar gevredigezh: Yannig Robin (prezidant), Erwann Denez (besprezidant), Yannig Bigouin (teñzorer) hag Izabel Thomas (sekretourez).

Titouroù: 2skouarn Ti ar Vro - Bro Leon 12, straed ar Marn 29260 Lesneven 02 98 83 30 41 tiarvroleon@wanadoo.fr

Galleg

d'ar merc'her 8 a viz C'hwevrer 2006

agenda