Div Yezh Landerne

lidañ a ra DIV YEZH LANDERNE he 25 bloaz

25 bloaz ! un deiz ha bloaz evit kevrediñ an holl. Abaoe penn kentañ ar bloaz eo lañset ar raktres gant Jean Luc Roudaut gant ar pal krouiñ ur CD. Setu mirit ar sul 18 a viz Mae , 4 eur evit abadenn Jean Luc Roudaut gant hag evit ar vugale.

Krouiñ ur Cd hag un abadenn evit ha gant ar vugale : ur raktres da sevel a-stroll !!

Abaoe miz Gwengolo eo kroget skrivañ testennoù e brezhoneg gant ar vugale

Krouet eo bet an tonioù gant jean Luc Roudaut. Dont a raio er skol evit enrollañ ar vugale (sizhunvezh ar 17 evit an Tourous, sizhunvezh ar 24 evit Jules Ferry ) echuiñ a raio pep tra sizhunvezh an 3 a viz Meurzh

Skeudennaouet e vo an testennoù gant ar vugale

Kerent ‘zo a raio war-dro ar CD

Digor eo al leurenn d’an holl kerent o defe c’hoant seniñ gant ar vugale !

Ezhomm hon do energiezh ar gerent d’an 18 a viz Mae !

Un daolenn enskrivañ zo bet kaset der vail. Trugarez da leuniañ anezhi ar buanañ posubl.

darempred, titouroù : Sandrine : flowerdrine@hotmail.fr

Pour participer à l’enregistrement ou/et au concert (parents musiciens) : Vincent : lhour.vincent@yahoo.fr

PDF - 492.3 ke
Flyer
Gwelet en-linenn : daolenn enskrivañ
d'al lun 3 a viz C'hwevrer 2014 par R1

agenda