Div Yezh Landerne

Kevredigezh Div Yezh Landerne

Kevredigezh kerent evit ar brezhoneg er skolioù publik

 

Pennadoù neveshañ


Pennadoù neveshañ


Tañva d’ar brezhoneg

Deuit niverus d’an devezh "Tañva d’ar brezhoneg" d’an 23 / 02 /2014 e Landerne. Kavit amañ staget ar fichenn enskrivañ hag an titouroù. A galon, Melen Cornec


lidañ a ra DIV YEZH LANDERNE he 25 bloaz

25 bloaz ! un deiz ha bloaz evit kevrediñ an holl. Abaoe penn kentañ ar bloaz eo lañset ar raktres gant Jean Luc Roudaut gant ar pal krouiñ ur CD. Setu mirit ar sul 18 a viz Mae , 4 eur evit abadenn Jean Luc Roudaut gant hag evit ar vugale. Krouiñ ur Cd hag un abadenn evit ha gant ar vugale : (...)


Dorioù digor ar skolioù mamm ha kentañ-derez.

Dorioù-digor ar Sadorn 28 a viz Ebrel e skolioù Jules Ferry hag an Tourous : deuit niverus da zizoleiñ an hentenn divyezhek gant ar skolaerien hag ar gevredigezh Div Yezh Landerne.


Div Yezh Landerne : Emvod-Meur miz Even 2010

Pedet oc’h d’an emvod-meur hag a vo dalc’het d’ar merc’her 30 a viz Even 2010 , sal Toull Kog da 8e30 noz


Landerne, kêrbenn al lennegezh

Abaoe 2004 e vez aozet prizioù lennegel evit ar re yaouank : Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz. Daou briz war tri a zo bet gounezet gant Landerneiz ar bloaz-mañ



111 skoliad e 2010-2011

13 bugel nevez er skol ar bloaz o tont.

5 klas ’zo e Jules Ferry



SKOL Jules Ferry / Tourous : dorioù digor

d’an 29 a viz Mae 2010 10h -12h er skol Jules Ferry
Amzer ho po da gaozeal gant ar skolaerien, ar gerent, da sevel goulennoù ha da zizoloiñ ar c’hlasoù. Deuit e darempred ganeomp : dylanderne@gmail.com pe pellgomzit d’ar skolioù : Jules Ferry pe Tourous.


FEST NOZ er Family LOENED FALL



un trede klas a vo en Tourous !

digoret e vo e miz Gwengolo 2010.



Palioù

Savet eo bet evit difenn gwirioù an holl vugale e-barzh an div skol publik Landerne. Difenn a ra dreist-holl gwirioù ar re a bled gant sevenadur Breizh, pe e vefent o teskiñ brezhoneg pe o teskiñ dre ar brezhoneg.


agenda